|

|
Français
|
 |
|
Brezhoneg
|
 |
|
English
|
 |
Mentions
légales
|
 |
|
Ul LEC'H SEVENADUREL
Amzer Nevez a zo l lec’h evit deskiñ, eskemm ha mont war raok evit danvezhioù a denn da Vreizh : sonerezh, dañs.He zachennoù labour a zo Bro An Oriant, pe an Departamant pe Breizh ha Bezh. Ar gevrezdigezh a zegemer 50 000 den evit obererezh-mañ obererezh bep bloaz ha 120 000 eurvezh kentel a vez roet bep bloaz.
Labourioù kempenn ar savadur a zo bet graet e 2005 en deus kresket obererzhioù kinniget gant ar Greizenn. Ar sal lies implij a zo deuet da vezañ ur gwir sal sonadegoù. Amzer Nevez a zegemer sonadegoù pe prantadoù labour krouiñ sonerien.
Nous accueillons les activités suivantes :
Krouiñ
Amzer Nevez he deus korget ur politikerezh degemer arzourien e pad prantadoù amzer labour. Deut eo da labourat : « Noskt »; Yann Fanch Kemener hag Aldo Ripoche evit « Tuchant e erruo an hañv », krouidigezh a vesk kanaouennoù hengounel a vro Gwened ha sonerezh barok ; Pascal Lamour hag e sonerien bet pedet gantañ (Nolwenn Korbel, Louise Ebrel, Dom Duff, Mourad Aït Abdelmalek, Dd Le Meut.…) evit « Ar henteù hag er bed » …
Sonadegoù
Ur gwir politikerezh sonadegoù hag enklask war ar sonerezh a vez kaset war raok gant Amzer Nevez aboe deroù 2006. Kinnig sonadegoù a zo liammet d’hor politikerezh krouiñ. Pep arzour degemert a ginnig ur sonadeg digor d’an holl. Degemeret hon heus : Noskt, Ozan Trio, Yann Raoul, Sofi Le Hunsec, Yann Fanch Kemener, Pascal Lamour, Noluèn Buhé, Dom Duff, Nolwenn Korbell, Soig Siberil …
Degemer
Ur benveg eo Amzer Nevez evit kevredigezhioù bras a ra war dro sevenadur Breizh (Bodadeg Ar Sonerien, War ‘L Leur…). Aozañ a reont stajoù sonerezh, dañs… hag ivez emvodoù ha kendalc’hioù
Skolioù, kreizenn
vakansoù
Un degemer ez eus evit ar skolioù diwar stumm klasoù sevenadurel pe dilerc’hiet Danvezioù a denn da Vreizh a vez kinniget dre zevezh ivez.Digor eo Amzer Nevez d’ar c’hevredigezhioù a ra war dro vakansoù ar re yaouank. Aotreet omp gant Ministrerezh ar Yaouankiz hag ar Sportoù hag ivez gant an Deskadurezh Stad.
Levraoueg
Emañ 4500 levr ha bladenn diwar benn Breizh hag ar broioù keltiek ennañ. Liammet eo hor levraoueg gant Dastum dre ar genrouedad
Sonerezh
- Stalioù labour hiniennel pe a stroll evit ar bombard, ar binioù kozh, ar binioù bras, an akordeoñs, an delenn, ar violoñs, ar fleut a dreuz e koad;
Stummadur izili bagad Plañvour
- Stajoù binvioù evit an deraouidi hag ar re ampart, stajoù kempennadur, stajoù evit izili ar bagadoù;
Brezhoneg
- Kentelioù holl liveoù (50 eurvezh ar bloaz) Pevar live dishenvel a zo. ;
- Stajoù hir (700 eurvezh gant Stumdi) ;
- Stajoù holl liveoù (evit deraouidi pe evit donaat studi ar yezh…).;
- Stalioù labour kan e brezhoneg ;
- Kevredigezhioù all a gas da benn stajoù brezhoneg en Amzer Nevez ivez : Skol An Emsav, KEAV.
Dañsoù
Kentelioù ha stajoù dañs evit deraouidi pe tud Ampart kaset da benn gant Amzer Nevez pe kevredigezhioù ezel : War ’L Leur...
|
|
 |
|
DEGEMERET E VEZ EN AMZER NEVEZ
- Servijoù melestradurel BODADEG AR
SONERION, Ken-gevredad ar bagadoù (02 97 84 86 54 -
ar-soner.org),
- Servijoù melestradurel SON HA DAÑS,
kevredigezh a gas war raok bruderezh kelc'hioù keltieg
ha bagadoù (02 97 86 30 09 - sonhadans@wanadoo.fr),
- Skourr OFIS AR BREZHONEG ar Mor-Bihan a ra
war dro glad yezhel dreist holl (02 97 65 73 21 - Ofisp.bzh@wanadoo.fr).
EMBANN
Amzer Nevez a embann hentennoù deskonni
sonerezh dre ar video :
|
Hentenn deskoni bombard
gant Yann KERMABON.
Padelezh 72 mn
|
|
|
Hentenn deskoni telenn
gant Françoise LE VISAGE.
Padelezh 112 mn
|
|
An darempred sellet ha klevet gant ar c'helenner
a lak an deskarded da gregiñ e-barzh poelladennoù
lieseurt en un doare fetis, evit dont a-benn da vestroniañ
teknik ar benveg. Tostaat a reer ivez, dre ar roll-pezhioù
sonerezh kinniget, ouzh doareoù disheñvel da
seniñ ar sonerezh hengounel Breizhek.
Aozet eo an hentenoù-mañ evit
kakaat an deskardet da gomprenn ha da zeskiñ seniñ
gant o lusk dezho o unan.
An hentennoù-mañ a zo e brezhoneg
pe e galleg.
Priz : 19,00 € + mizoù kas.
Raktress : hentenn deskoni ar binioù
bras.
contact@amzernevez.org
|
|