Français
Brezhoneg
English

Mentions légales

 

 

Ret eo gouzout kanań
Filajoł kanet
 

 

25 a viz Genver 2012
01, 08, 29 a viz C'hwevrer 2012
07, 21 a viz Meurzh 2012
02, 16, 30 a viz Mae 2012
13 a viz Even 2012

08 E 00

Priz : 129€ + 10€ emezelań
Gant ar gartenn dizoloiń : 146€ + 10€ emezelań

 

10 a viz C'hwevrer 2012 - 9e noz
Charles QUIMBERT & Gaelle BRANTHOMME -
 

 

Sonadeg
Kartenn 7€
Priziou 12€ / Distaol 10€

Ar c’han hengounel, kemeret alies evit mouezh an amzer dremenet, zo ennań un nerzh, ur poell hag un hoal a ya kalz en tu-hont d’ar c’henarroud orin-se hag a laka anezhań e bed ar sonerezhioł a vremań. Degas a ra ar c’han-se, hiziv an deiz, skeudennoł barzhonius paot ha tonioł ijinus a seblant dimp bezań diharz, pa vezont imbourc’het.

Bez’ ez eo an daouad ur strollad sonerezh en deus roet an tu da Charles Quimbert ha Gaėlle Branthomme da imbourc’hiń seder perzhioł ar c’han hengounel mesket gant re ar c’haolviolin. Anv a oa evite da gemer amzer, da vout intret gant an dafar-se, zo tonioł ha testennoł ouzh e ober, evit dont a-benn d’e adkrouiń e pep abadenn, d’e stummiń gant o frezeg sonerezh, d’e ranniń, d’e brimaoziń.

Da-geńver an Deizioł

 

16 a viz Meurzh 2012 - 9e noz
Jean-Luc THOMAS & Michel GODARD / Jean-Luc THOMAS & Serendou
 

 

Sonadeg
Kerten 7€
Prizou 12€ / Distaol 10€

Daouad Thomas/Godard

An daouad-se, un emgav dic’hortoz etre ur benveg eus al laez (ar fleüt) hag ur benveg eus an traoń (an tuba), zo bet ijinet gant Pierre Scheidt rener ar festival "Fifres de Garonne" e Saint Pierre d'Aurillac. Etre kenaozadurioł ha tonioł hengounel, etre emglevioł ha primaozadennoł, e vez divizet diouzhtu. Setu ni en ur c’hroashent etre sonerezh hengounel, jazz, sonerezh a vremań, …


SERENDOU

Serendou zo ur mare pinvidik diazezet war kengej daou sevenadur, hini Breizh ha hini Niger. An daou fleütour Yacouba Moumouni ha Jean-Luc Thomas hor c’has da lec’h arall, e-lec’h ma vez mestr ar blijadur é c’hoari hag ar primaoziń. Eilet int gant Bouboucar Souleymane (koulourdenn), arbennigour war luskoł ar Sahel.

 

30 a viz Meurzh 2012 - 9e noz
Yves RIBIS - Kerham
 

 

Chomadenn grouiń
Kartenn 7€
Priziou 14€ / Distaol 12€

Yves Ribis, sonaozer ha kempenner, a ginnig dimp ober ur veaj faltazius n’eo tamm ebet istorel, martezeüs ne lāran ket. Ul laz-seniń kambr breizhat gant binvioł a vez sonet e teroueroł diseurt a Vreizh. Lod anezhe zo bet addizoloet nevez zo, lod arall a vez pleustret abaoe pelloc’h. E berr gomzoł n’eus ket bet dalc’het kont ag an istor pe ag ar skiantoł evit o bodiń asambl ; ur mare eo evit hunvreal en un amzer dremenet asur em gav gant ur faltazi a vremań.

An tonioł zo evit an darn vrasań anezhe tonioł hengounel breizhek pe tonioł savet gant Yves Ribis. Orkestret int bet gant Christophe Peloil (1ań Priz Orkestrań e Schola Cantorum.) Ur spered digor a-walc’h en deus ar sonaozer ha gallout a ra evel-se amprestań elfennoł digant broioł keltiek e-maez Breizh evel Skos hag Iwerzhon, zo bet levezonet o sonerezh gant ar prantad barok.

•Youenn LOREC (biolin)
•Christophe DEVILLIERS (eil biolin)
•Christophe PELOIL (alto)
•Vincent GUERIN (gourviolin)
•Maud CARON (Gaolviolin)
•Elsa RIBIS (telenn geltiek)
•Rozenn Talec (Kan e brezhoneg)
•Thierry BENARD (klarinetenn)
•Mathieu SEROT (fleüt)
•Philippe JANVIER(bombard, fleütoł)
•Yves RIBIS (sonaozań)

Produet gant Amzer Nevez ha Festival Etrekeltiek an Oriant.

Kartenn 7€
Priziou 14€ / Distaol 12€

Prezegenn
D'ar Meurzh 27 a viz Meurzh da 08e00 noz

Klotazań e sonerezh Breizh gant Yves Ribis ha Christophe Peloil

 

24 a viz Meurzh
Kenstrivadeg telenn
 

 

Kroget eo enskrivadurioł ar c’henstrivadeg telenn a vo d’ar 24 a Viz Meurzh en Amzer Nevez.

contact@amzernevez.org

 

Eus an 30 a viz Gouhere betek an 3 a viz Eost
27e staj etrebroadel war ar sonerezh hag an dańs
 

 

Kentelioł sonerezh :
Kentelioł dańs :
Paeet e c’hallont bezań gant ar Stummadur Dibaouez : mont e darempred ganimp
Bod ha Boued :
Pred :

Bod war al lec’h e kambreier enno 4 pe 12 gwele (un toulladig plasoł hepken)

Arrez :
Bez’ez eus tu da baeań gant chekennoł-vakańs.
Evit an ostalerioł hag an tachennoł-kampiń 02 97 21 07 84 (Ti an Douristed an Oriant)

Kas ar follenn-enskrivań a-raok
an .. a viz Gouere 2012.

 

.
Amzer Nevez Youtube ha Facebook
 

 

Youtube

The Amzer Nevez Facebook Page

Kik, Kar, Eskemm !

 

9 a viz Kerzu 2011 - 9e noz
Yann-Fańch KEMENER - Gouańv Brepred
 

 

Yann-Fańch Kemener hag Aldo Ripoche a doull un hent arzel dibar ha frouezhus abaoe dek vloaz. Dre labourat asambl o deus lakaet ąr-wel tamm-ha-tamm an treuzelloł zo etre div hźrezh na hańvalont ket bout liamm ebet etreze. Kinnig a reont amań an hańvalidigezh souezhus zo etre hengoun eilerezh ar c’han er sonerezh gall ag ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved ha hini ar sonerezh breizhek.

Em ziazezet int evit krouiń an arvest-se : evit a sell ouzh al lodenn vreizhek, ąr dastumadoł Yann-Fańch Kemener, ul labour dastum a oa bet graet gantań er bloavezhioł 70; an dastumadoł koshoc’h bet graet en 19vet kantved gant an Uhel, Kervarker… ; evit a sell ouzh sonerezh gouiziek sonaozerion evel Joseph Bodin de Boismortier, an aotrou Ste Colombe pe Jean Barričre.

•Yann-Fańch KEMENER - Kan
•Aldo RIPOCHE - Viol
•Damien COTTY - Viol-gaol
•Hervé MERLIN – Teorb

Kartenn 7€
Priziou 14€ / Distaol 12€

Prezegenn d'ar meurzh 06 a viz Kerzu da 08e00 noz
Aldo Ripoche ha Yann-Fańch Kemener

"An hentoł arzel, an notennoł ginklań, ar stummoł bras hag an darempredoł etre sonerezh ar bobl hag ar sonerezh barok gant Aldo Ripoche ha Yann-Fańch Kemener


Kentelioł kan Yann-Fańch Kemener en Amzer Nevez a vo d'ar :
25 a viz Genver 2012
01, 08, 29 a viz C'hwevrer 2012
07, 21 a viz Meurzh 2012
04, 25 a viz Ebrel 2012
02, 16 a viz Mae 2012
16, 30 a viz Mae 2012
13 a viz Even 2012

contact@azmernevez.org ha 02 97 86 32 08

Lien Youtube

 

20 a viz Genver 2012 - 9e noz
Sylvain BAROU et Stelios PETRAKIS - Mor Kreizdouar Projekt
 

 

Chomadenn grouiń

Goude ma oa bet roet kartenn wenn dezhań gant Amzer Nevez eo deuet ar sońj gant Syvain Barou bodań an daouad Chemirani/Petrakis (sonerezh levezonet gant ar broioł kreizdouarel/ Kiprenez & Iran) hag an daouad Marchand/Baron( sonerezh breizhek) evit krouiń ur strollad dibar en ur lakaat e-barzh levezenoł arall (Iwerzhon, Indez, Turkia).

Miret eo energiezh kriz ar sonerezh breizhek ennań ha roet ez eus ur plas a bouez d’ar c’han ha d’an testennoł. Sylvain Barou ha Stelios Petrakis, en ur em zigeriń ąr bed ar reter, ha dreist-holl ąr ar broioł tro-dro d’ar mor kreizdouarel, a ginnig dimp tonioł breizhek a vremań zo bet adkempennet gante hag a respont aes an eil d’egile ąr demoł gresian, persek, indian, turkek, h.a. Un taol-esae c’hwek ha degemerus eo ar raktres-se, gant e energiezh hag ar blijadur degaset gantań!

•Sylvain BAROU (fleüt)
•Stelios PETRAKIS (laouto, lyra, saz)
•Erik MARCHAND (mouezh)
•Keyvan CHEMIRANI (toserezh)
•Florian BARON (‘oud)

Produet gant Amzer Nevez, Festival Etrekeltiek an Oriant ha Gouelioł meur Kerne.
Da-geńver an Deizioł

Kartenn 7€
Priziou 14€ / Distaol 12€

Evit klevet : AMAN

Prezgenn : da'r Meurzh 10 a viz Genver da 08e00 noz
Erik Machand ha Fawaz Baker

"Ar mozoł e sonerezhioł Broioł ar Reter ha Breizh"