|

|
Français
|
 |
|
Brezhoneg
|
 |
|
English
|
 |
Mentions
légales
|
 |
|
AR SAVADUR
Ur benveg efedus en ul lec'h vrav.
Etre koad ha mor, nepell diouzh an Oriant,
e-kreiz ur c'hlasvezenn, emañ Amzer Nevez e-tal lenn
an Ter ha park Kerihuer. En ur heuliañ gwenodennoù
kantreal, dre ur vro vrav, e c'heller tizhout ar mor.
El lec'h vrav-mañ, Amzer Nevez a ginnig
un degemer klok e barzh ur savadur nevez gant war un dachenn
15 000 m2 arrad :
- 9 sal-c'hlas a c'hell degemer 12 betek 24
den ;
- 2 sal a speurennoù disonaet enno evit ;
- ur sal lies-implij a 450 M2,
- 88 gwele da gousket (6 kambr 2 wele, 10 kambr 4 gwele ha
3 gambr 12 gwele) ;
- Ur sal debriñ a c'hell degemer betek 120 den a stroll.
Fardet e vez ar boued war al lec'h gant implijidi ar greizenn.
Aozet mat eo ar greizenn evit degemer strolladoù
bras o deus c'hoant kas da benn ur staj sonerezh, ur staj
yezh hag all. Digor eo d'ar c'hevredigezhioù sevenadurel
, d'ar skolioù evit obererezhioù a denn d'ar
sevenadur pe deskadurezh ar vugale (Da ziwall : n'eo ket digor
ar greizenn d'an hiniennoù. Nac'het e vez ganeomp degemer
euredoù, gouelioù studierien
).
Amzer Nevez a c'hell ho skoazellañ evit
kas da benn ho chomadenn e Breizh : kuzulioù evit aozañ
baleadennoù, bageal hag all.
50 000 den bennak a zeu bep bloaz en Amzer
Nevez evit un obererezh kaset da benn enni. Ouzhpenn 130 000
eurvezh kelenn a vez graet e barzh.
Aotreet eo Amzer Nevez gant Ministrerezh ar
Yaouankiz ha Ministrerezh an Deskadurezh.
|
|
 |
|
EVIT MONT

Sellout
ouzh ar gartenn
Gant ar c'harr
Dre an Hent tizh Roazhon Kemper pe Naoned Kemper (RN 165), e guitaat da Plañvour - Aerborzh. Ur wech erru e Plañvour, mont a gleiz war lec'h ar gouleier war zu An Oriant. War lec'h rod - hent Sant Matilin kemer penn an hent a gleiz.
Gant an tren
Ti gar An Oriant. Kemer ar c'harr boutin linenn
B1 war zu Plañvour, diskenn e Sant Matilin.
Gant ar c'harr nij
Aerborzh An Oriant - Plañvour - Lann
Bihoué.
contact@amzernevez.org
|
|